Legio I Minervia

Capricornus

Legio I Minervia[1] e oa ul lejion roman bet savet, hervez Cassius Dio, war-dro 82-83, da vare an impalaer Domitianus, war a seblant evit mont da vrezeliñ a-enep ar Chatted, ur bobl eus Germania, staliet war lez ar Weser ha an Eder.

E arouez pennan e oa an doueez Minerva, difennourez al lejion ha doueez vuiañ-karet Domitianus. Legio I Flavia Minervia e oa anvet da gentañ. Ar c'harv (capricornus) arouez ar zodiak kevelet gant Minerva, e oa e eil arouez.

Staliet e oa da gentañ e Bonna (Bonn), e Germania Izelañ, hag e vo he fenngarter e-pad holl e vuhez. Kemeret he devoa plas Legio XXI Rapax bet kaset eus Bonn da Mogontiacum (Mainz) e 83. Evel-se ne oa nemet un devezh ergerzh eus Colonia Claudia Ara Agrippinensium (Köln), kêr-benn ar rannvro ha penngarter luioù roman Germania Izelañ.

Exercitus romanus 80AD.
  1. An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).

Developed by StudentB